Mont d’an endalc’had

Hertz

Eus Wikipedia

Ur bondoner La4, 440 Hz

An hertz (arouez : Hz) eo an unanenn deveret eus ar Reizhiad unanennoù etrebroadel (SI) evit muzuliañ an talmoù, da lavarout eo an niver a luskelladoù dre eilenn. Kevatal eo an hertz gant 1 talm dre eilenn (s−1, 1/s)[1].

Diwar anv ar fizikour alaman Heinrich Rudolf Hertz (18571894) en deus kaset labourioù skiantel a-bouez war dachenn an elektromagnetegezh ez eo bet anvet an unanenn.

  • 50 Hz eo talm red pebeilat rouedad an tredan 230V en Afrika, en Azia hag en Europa, da lavarout eo e vez tuginet bleinegezh (+ pe -) ar bonnoù 50 gwezh bep eilenn. Un talm a 50 Hz a dalv ez eus 100 kemm dre eilenn, pep bonn a vez muiel (+) 50 gwezh ha leiel (-) 50 gwezh bep eilenn.
  • Muzuliet e vez uhelder ar sonioù gant an niver a zaskrenoù dre eilenn (e-touez traoù all). An notenn sonerezh La4 dave a dalm da 440 Hz ; ar frekañs-se eo a vez roet gant ar bondon, ar c'hentonerioù elektronek ha gant ton ur pellgomzer.
  • Gouest eo divskouarn un den yac'h da glevout sonioù en ur skalfad ker boud ha 20 Hz ha ker skiltr ha 20 kHz (20 000 Hz).
  • Skignet e vez ar gwagennoù skingomz dre e gouluz talm[2] war ur vandenn etre 80 MHz ha 108 MHz (80 x 106 – 108 x 106 Hz).
  • E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, kewerier un urzhiataer hiniennel a dalme etre 1 MHz hag 8 MHz. Hiziv an deiz (2021), un urzhiataer hezoug boutin a dalm da 2 GHz (2 x 1012 Hz), da lavarout ur c'helchiad diazez 0,5 ns.
  • Etre 400 THz (400 x 1012Hz) ha 484 THz (480 x 1012Hz eo talm ar gouloù ruz zo ).