Inizi Sillan




Inizi Sillan (Ynysek Syllan pe Enesek Syllan e kerneveureg, LFE: [ɪ,nɪ:zɛk 'sɪl:an]), zo un enezeg e penn pellañ mervent Kernev-Veur, ouzh toull-dor Mor Breizh, hag ur gorread 16,33 km² dezho.
E Breizh-Veur eo unan eus an Takadoù a Gaerder Naturel Dibar (Area of Outstanding Natural Beauty).
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet e oant e Latin evel Insulae Sillinae[1], Silina pe Siluruni[2], ar pezh a glot gant Σίλυρες ha Σύρινες en henc'hresianek. Dont a ra marteze eus gwrizioù keltiek[3]. E diwezh ar grennamzer e vezent anvet gant merdeerien Europa Sorlingas (Spagnoleg, Portugaleg)[4] pe Sorlingues (galleg). Skrivagnerien zo a gred e teu al latin Sillinae eus solis insulae, “Enezoù an Heol”[5].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavout a reer roudoù eus sevenadur Oadvezh an arem gant un hanterkant bennak a vezioù megalitek, eus an eil milved a-raok J.-K.
Marteze ez eo an Inizi Sillan an inizi anvet Cassiterides ('Inizi ar staen') meneget gant an Henc'hresianed hag a vije bet bizitet gant ar Fenikianed. Koulskoude n'eus ket pikol staen en enezeg.
An inizi a c'hall bezañ bet ul lodenn eus Rouantelezh Dumnonia ha diwezhatoc'h eus hini Kernow (Kerne-Veur), betek aloubadeg ar saozon en X